en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

24 eurvezh evit mont da vout Samouraï!

24 eurvezh evit mont da vout Samouraï!

War roudoù ar re Samouraï c’himp hudu asambles gant Erwan Billant. E kreiz miz Mae ‘noa kemeret perzh Erwan ‘ba un darvoud dibar : pezh zo anvet Les 24 h du Samouraï ; ar re Samouraï ‘oa ar vrezelourien ‘oa bet penn bro Japan ‘pad 700 vloaz etre. Aozet ‘oa ‘ba Erbaly chouk da Bariz : ar pal, ‘vel ‘pezh ‘vo kontet deomp ‘oa gellout kemer perzh ‘ba 10 kentel arzoù emgann dindan 24 eurvezh. Un taol kaer ‘vit ar re ‘neunt gellet mont beket al live se sur deoc’h. Erwan Billant ‘zo ‘ba bro Brest o chom. Troet eo war an Aïkido. Bep sizhun e ya da deskiñ ober gant an arz emgann mañ gant e Vestr Tangi ar Vourc’h ‘noa roet lans da les 24 h du Samouraï un nebeut bloavezhioù zo. Deomp Dezhi gant Erwan… Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio